Deiziad krouiñ | 9 Du 1799 ![]() |
---|---|
Prezidant | Napoleon Iañ ![]() |
Kevandir | Europa ![]() |
Stad | Bro-C'hall, Kentañ Republik c'hall ![]() |
Office held by head of state | consul, First Consul ![]() |
Sez sokial | Palez an Tuileries ![]() |
Raklec'hiet gant | Bodad-ren ![]() |
Heuliet gant | Impalaeriezh C'hall Kentañ ![]() |
Deiziad divodañ | 18 Mae 1804 ![]() |
Ren ar Gonsuled eo an anv a vez graet eus an aozadur politikel a voe savet e Bro-C'hall goude Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, e bloavezh VIII ar C'hentañ Republik c'hall, kaset da benn gant ar jeneral Napoleone Buonaparte. Diskaret e voe gouarnamant ar Bodad-ren a oa padet pevar bloaz (1795-1799) da lakaat ur gouarnamant nevez en e sav, gant ur vonreizh nevez, hini ar bloavezh VIII, a roe ar galloud da dri c'honsul, Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Napoleone Buonaparte, Charles-François Lebrun. Daoust da se ne oa nemet unan er penn en gwirionez, Napoleone Buonaparte, hag a deuas da vezañ konsul buhez-pad e 1802.
Gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn ha staliañ ar gouarnamant nevez-se eo merket fin an Dispac'h gall. Gant marevezh ar Gonsuled e teuas adreizh ar frammoù politikel, ekonomikel ha milourel ar vro a oa bet degaset gant an Dispac'h abaoe fin ar Renad kozh.
Ren ar Gonsuled a badas betek an 28 a viz ar Bleuñv eus bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), pa voe embannet fin ar Republik c'hall ha disklêriet an Impalaeriezh c'hall kentañ.